HK 416
Heckler & Koch HK 416 | |
---|---|
Heckler & Koch HK 416 | |
Kinnig | |
Bro | Alamagn |
Doare | Fuzuilh-arsailh damaotomatek/aotomatek |
Mont en-dro | Tennata dre amprest-gazoù, piston |
Munisionoù | 5,56 × 45 mm NATO |
Produer | Heckler & Koch |
Mare implij | Abaoe 2004 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 3,120 kg - 3,850 kg hervez an adstummoù |
Hirder | 709 mm - 1.030 mm hervez an adstummoù |
Hirder ar c'hanol | 230 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 350 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 730 m/s |
Endalc'h | Karger-fiñv 30 kartouchenn |
Adstummoù | HK416 C, HK416 A5, G38, G95 (Alamagn), G95 A1, HK416 F (Frañs), H416 N (Norvejia) ha reoù all |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | A |
An Heckler & Koch HK416 zo ur fuzuilh-arsailh kambret e 5,56 × 45 mm. Krouet e oa bet ha produet e vez gant an embregerezh alaman Heckler & Koch. Diazezet eo he stumm hollek war ar familh fuzuilhoù AR-15, met ober a ra gant ur sistem amprest-gazoù deveret eus hini ar G36 ijinet gant Heckler & Koch ivez.[1]
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloavezhioù 1990, an Nerzhioù Ispisial Delta Force eus arme SUA a genlabouras gant Heckler & Koch evit sevel ur garabinenn nevez e plas an Heckler & Koch MP5 pa gave dezhe e oa re wan ar munision 9 mm implijet enni, hag an M4, re vras herveze[2]. Heckler & Koch a c'hellas tapout skiant diwar raktresoù all kaset da benn gante evel hini G36 ar Bundeswehr, XM8 arme SUA (nullet e 2005) ha programm gwellaat an SA80 A2 evit ar British Army. Heckler & Koch M4 a oa anv kentañ ar raktres, met dilezet e voe goude klemmoù gant Colt Defense.
Goude amprouennoù e deroù ar bloavezhioù 2000 e cheñchas an Delta Force e fuzuilhoù M4 evit an HK416D e miz Meurzh 2005. Dibabet e voe evel arm standart armeoù Norvegia e 2008 ha Bro-C'hall e 2017.[3]
Ur stumm kambret e 7,62 × 51 mm eus an HK 416 a zo bet savet dindan an anv HK 417.
Implijerien ofisiel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Alamagn : Nerzhioù Ispisial, Bundeswehr
- Aostralia
- Brazil : Nerzhioù Ispisial
- Estonia : Nerzhioù Ispisial
- Filipinez
- Frañs : arme
- Hungaria
- Indonezia
- Italia
- Izelvroioù : Nerzhioù Ispisial
- Iwerzhon
- Japan : Nerzhioù Ispisial
- Jordania
- Republik Korea
- Kroatia : Nerzhioù Ispisial
- Luksembourg : arme
- Malaysia
- Montenegro
- Norvegia : arme
- Polonia : Nerzhioù Ispisial
- Portugal
- Serbia
- Singapour
- Slovakia
- Spagn
- Stadoù-Unanet Amerika : Joint Special Operations Command, US Marine Corps ha reoù all. Un HK 416 a voe implijet gant ur skipailh Navy SEALs da lazhañ Ousama ben Laden e miz Mae 2011 e Abbottabad (Pakistan)[4].
- Turkia : Nerzhioù Ispisial
- Ukraina : arme (pourvezeziet gant an Izelvroioù)
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) HK 416 war lec'hienn Heckler & Koch, lennet d'an 28/01/2024
- ↑ (en) Hervez testeni Larry Vickers, bet ezel eus an Delta Force, 18/11/2020
- ↑ (fr) HK 416 F el lodenn Nos armes war defense.gouv.fr (lennet d'ar 27/01/2024)
- ↑ (en) PAPPALARDO Joe, Face time with the HK 416 - The gun that killed Bin Laden war PopularMechanics.com, 07/06/2011 (lennet d'an 28/01/2024)